Salm David. An AOTROU eo va sklêrijenn ha va dieubidigezh: Dirak piv em befe aon? An AOTROU eo diwaller va buhez: Dirak piv e spontfen?
1 Yann 2:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ivez e skrivan deoc’h ur gourc’hemenn nevez, a zo gwir ennañ hag ennoc’h, rak an deñvalijenn a dremen hag ar sklêrijenn wirion a lugern dija. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Koulskoude, e scrivan deoc’h eur gourc’hemen nevez, ar pez a zo gwir enhan hag enoc’h, rag an devalijen a dremen, hag ar gwir sclerijen a zo dija o lugerni. |
Salm David. An AOTROU eo va sklêrijenn ha va dieubidigezh: Dirak piv em befe aon? An AOTROU eo diwaller va buhez: Dirak piv e spontfen?
O gwalc'h a resevont eus fonnusted da di, hag e roez da evañ dezho e stêr da blijadurezh.
Rak un devezh ez leurioù a zo gwelloc'h eget mil e lec'h all. Gwelloc'h eo din en em zerc'hel war dreuzoù ti va Doue, eget bezañ o chom e teltennoù ar re zrouk,
Liesaet ec'h eus ar vroad, kresket ec'h eus he levenez, laouenaat a reont dirazout, evel ma laouenaer da vare an eost, evel ma youc'her gant levenez o lodennañ an diwisk.
Met evidoc'h, c'hwi hag a zouj va anv, e savo heol ar reizhder, hag ar yec'hed a vo en e vannoù. Mont a reot er-maez, hag e lammot evel leueoù ar c'hraou.
ar bobl azezet en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras, hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv.
evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv hag evit ren hor c’hammedoù en hent ar peoc’h.
Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. Kerzhit e-pad m’hoc’h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d’ho soupren. An hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec’h ez a.
Me a zo deuet er bed evel ur sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon.
Reiñ a ran deoc’h ur gourc’hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile.
Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.
Doue, o vezañ eta lezet an amzer a ziouiziegezh-se da dremen, a c’hourc’hemenn bremañ d’an holl dud en holl lec’hioù kaout keuz,
da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.
An noz a zo aet war-raok hag an deiz a dosta. Diwiskomp eta oberoù an deñvalijenn ha gwiskomp armoù ar sklêrijenn.
Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eñ pinvidik, a zo en em c’hraet paour evidoc’h, evit ma vefec’h rentet pinvidik dre e baourentez.
Rak gwechall e oac’h teñvalijenn, met bremañ oc’h sklêrijenn en Aotrou. Kerzhit eta evel bugale ar sklêrijenn,
hag a zo bet bremañ diskuliet dre zonedigezh hor Salver Jezuz-Krist, en deus distrujet ar marv ha lakaet er sklêrijenn ar vuhez hag an divarvelezh dre an Aviel,
drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperañs e Doue.
Ha kement-mañ eo e c’hourc’hemenn: ma kredimp en anv e Vab Jezuz-Krist ha ma en em garimp an eil egile, evel m’en deus gourc’hemennet deomp.
Re garet-mat, mar en deus Doue hor c’haret evel-se, ni a dle ivez en em garout an eil egile.
Hag ar c’hourc’hemenn-mañ hon eus bet digantañ: an hini a gar Doue, ra garo ivez e vreur.