1 Samuel 7:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Tud Kirjad-Jearim a zeuas hag a lakaas arc'h an AOTROU da bignat, hag e kasjont anezhi da di Abinadab war ar c'hrec'h. Hag e santelajont Eleazar e vab evit mirout arc'h an AOTROU . |
En em dennit, en em dennit, it er-maez ac'hano! Na stokit ouzh netra dic'hlan! It kuit eus he c'hreiz! En em c'hlanait, c'hwi hag a zoug listri an AOTROU!
hag e kendalc'he an harz, hag e troe e korn ar mor war-zu ar c'hreisteiz, adalek ar menez a zo a-dal da Bet-Horon war-zu ar c'hreisteiz, hag e tape Kirjad-Baal, a zo Kirjad-Jearim, kêr mibien Juda. Evel-se e voe tu ar c'huzh-heol.
Rak mibien Israel a yeas kuit hag a erruas en o c'hêrioù d'an trede deiz. O c'hêrioù a oa Gabaon, Kefira, Beerod ha Kirjad-Jearim.
Hag e kasjont kannaded da dud Kirjad-Jearim, da lavarout dezho: Ar Filistined o deus kaset arc'h an AOTROU d'ar gêr. Diskennit d'he lakaat da bignat ganeoc'h.
Pell bras e oa abaoe an deiz ma voe lakaet arc'h an AOTROU e Kirjad-Jearim, ugent vloaz e oa. Hag holl di Israel en em lakaas da huanadiñ war-lerc'h an AOTROU .