Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Danevelloù 13:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 ha degasomp arc'h hon Doue davedomp, rak n'hon eus ket klasket anezhi en amzer Saül.

Ver Capítulo Copiar




1 Danevelloù 13:3
11 Referencias Cruzadas  

Ha David a lavaras da holl vodadenn Israel: Mar kavit mat, ha mard eo a-berzh an AOTROU hon Doue, kasomp etrezek hor breudeur all a zo o chom en holl rannvroioù Israel, hag ivez etrezek an aberzhourien hag al Levited en o c'hêrioù hag o fabourzioù, evit ma en em zastumint ganeomp,


Hag an holl vodadenn a lavaras ober kement-se, rak an dra-se a voe kavet mat gant an holl bobl.


Dre ma ne oac'h ket aze ar wech kentañ, an AOTROU hon Doue a reas un toull-freuz en hon touez, rak n'hon eus ket e glasket hervez ma'z eo urzhiet deomp.


Setu, klevet hon eus komz diwarnañ en Efrata, kavet hon eus anezhañ e parkeier Yaar.


Saül a lavaras da Akija: Tosta arc'h Doue, rak arc'h Doue a oa en deiz-se gant mibien Israel.


Saül a lavaras: Diskennomp war-lerc'h ar Filistined e-pad an noz, hag o diwiskimp betek sklêrijenn ar beure, ha ne lezimp ket unan da venel. Hag e lavarjont: Gra kement a gavi mat. Met an aberzhour a lavaras: Tostaomp amañ ouzh Doue.


en deus goulennet kuzul digant an AOTROU evitañ, hag en deus roet dezhañ boued ha kleze Goliad ar Filistin.


Daoust hag em eus kroget hiziv da c'houlenn kuzul digant Doue evitañ? Pell diouzhin! Ra ne lakaio ar roue netra war da servijer na war holl di va zad, rak ne ouie da servijer tra ebet a gement-se, na bihan na bras.


David a c'houlennas kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha mont a rin, ha skeiñ a rin war ar Filistined-se? An AOTROU a respontas da Zavid: Kae, sko war ar Filistined-se, ha dieub Keila.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos