1 Samuel 5:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met goude ma oa bet dezouget, dorn an AOTROU a voe war gêr, hag e reas eno un drubuilh vras. Skeiñ a reas war dud kêr, adalek ar bihanañ betek ar brasañ, hag e teuas dezho ruzderioù. |
evel un den a dec'h dirak ul leon hag a gav un arzh, hag a ya d'e di, a harp e zorn ouzh ar voger hag a zo flemmet gant un naer.
Dorn an AOTROU a voe a-enep dezho evit o distrujañ a-greiz ar c'hamp, betek ma voent bet kuzumet.
Met ma ne sentit ket ouzh mouezh an AOTROU , ha mar bezit disentus ouzh gourc'hemenn an AOTROU , dorn an AOTROU a vo a-enep deoc'h evel m'eo bet a-enep ho tadoù.
Kas a rejont eta arc'h Doue da Ekron. Pa erruas arc'h Doue en Ekron, an Ekroniz a grias o lavarout: Degaset o deus deomp arc'h Doue Israel, evit hol lakaat da vervel, ni hag hor pobl!
Hag e kerc'hjont hag e tastumjont holl briñsed ar Filistined, hag e lavarjont: Lezit arc'h Doue Israel da vont, ha ma tistroio d'he lec'h, evit na varvimp ket, ni hag hor pobl. Rak ur spont a varv a oa dre holl gêr, ha dorn Doue a bounnerae warno.
Goude-se, dorn an AOTROU a bounneraas war dud Asdod hag a c'hlac'haras o bro, hag e skoas warno gant ruzderioù, en Asdod hag en he ziriad.
Hag e lakajont arc'h an AOTROU war ar c'harr, hag ur c'houfrig gant al logod aour ha skeudennoù o ruzderioù.
Ar Filistined a oa izelaet, ha ne zeujont ken war zouaroù Israel. Hag e voe dorn an AOTROU a-enep ar Filistined e-pad holl amzer Samuel.