Lakaat a rejont arc'h Doue war ur c'harr nevez, hag e tegasjont anezhi eus ti Abinadab a oa war ur grec'hienn. Uzza hag Akjo, mibien Abinadab, a rene ar c'harr nevez.
Neuze ar buoc'hed a yeas eeun gant hent Bet-Shemesh, hag en em zalc'hjont atav war an hevelep hent, o kerzhout hag o vlejal, hep distreiñ nag a-zehou nag a-gleiz. Priñsed ar Filistined a yeas war o lerc'h betek harz Bet-Shemesh.
Hag e lavarjont: Peseurt aberzh a gablusted a raimp? Hag e respontjont: Hervez niver priñsed ar Filistined, pemp gwazrudez aour ha pemp logodenn aour, rak un hevelep gouli a zo bet warnoc'h holl ha war ho priñsed.