Jakob a lavaras: Va aotrou a oar penaos ar vugale a zo tener, ha bec'hiet on a zeñved hag a saout a ro da zenañ; ma vint kaset re vuan, an holl zeñved a varvfe.
D'ar seizhvet gwech e lavaras: Setu ur goumoulenn vihan evel palv dorn un den o pignat eus ar mor. Elia a lavaras dezhañ: Pign ha lavar da Akab: Stag ha diskenn, gant aon na harzfe ar glav ouzhit.
Neuze e sellot. Mar pign etrezek Bet-Shemesh, dre hent an harz, eo an AOTROU an hini en deus graet deomp an droug bras-se. Ma ne ra ket, e ouezimp n'eo ket e zorn en deus skoet warnomp, met eo c'hoarvezet kement-mañ ganeomp dre zarvoud.