Zadok a oa ivez eno, ha gantañ an holl Levited a zouge arc'h emglev Doue. Hag e lakajont eno arc'h Doue. Abiatar a bignas e-pad ma echue an holl bobl da vont er-maez eus kêr.
1 Samuel 4:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma'z ae arc'h an AOTROU er c'hamp, holl Israel a laoskas kriadennoù ken bras ma sonas an douar. |
Zadok a oa ivez eno, ha gantañ an holl Levited a zouge arc'h emglev Doue. Hag e lakajont eno arc'h Doue. Abiatar a bignas e-pad ma echue an holl bobl da vont er-maez eus kêr.
An holl bobl a bignas war e lerc'h, hag ar bobl a c'hoarie gant fleütoù hag en em roe d'ul levenez vras, ken e frailhe an douar gant o c'hriadennoù.
youc'hoù trec'h an den drouk ne badont ket, ha levenez an den dizoue a zo evit ur predig?
Na fiziit ket e komzoù touellus, en ur lavarout: Amañ eo templ an AOTROU, templ an AOTROU, templ an AOTROU!
Mar red un den war-lerc'h an avel, ha mar lavar gevier o lavarout: War ar gwin ha war an evajoù kreñv e roin dit ur brofediezh, hennezh a vo ur profed evit ar bobl-mañ.
Ar bobl a laoskas kriadennoù hag e voe sonet gant ar shofaroù. Kerkent ha ma klevas an dud son ar shofaroù, e youc'hjont a-bouez penn, hag ar voger a gouezhas anezhi hec'h-unan. Ar bobl a bignas e kêr, pep hini dirazañ, hag e kemerjont ar gêr.
Pa sonint pell gant ar c'horn tourz, adalek ma klevot son ar shofar, an holl bobl a laosko kriadennoù bras, ha neuze moger kêr a gouezho anezhi hec'h-unan, hag ar bobl a bigno, pep hini dirazañ.
Pa erruas da Lehi ar Filistined a laoskas kriadennoù a levenez en arbenn dezhañ. Spered an AOTROU a grogas ennañ, ar c'herdin a oa war e zivrec'h a zeuas da vezañ evel lin devet en tan, hag e ereoù a gouezhas diwar e zaouarn.
Ar Filistined, o klevout trouz ar c'hriadennoù a levenez, a lavaras: Petra eo ar c'hriadennoù a levenez-se e kamp an Hebreed? Hag ec'h anavezjont e oa deuet arc'h an AOTROU d'ar c'hamp.