Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 6:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Krediñ a reot e pellait devezh ar gwalleur, hag e tostait sichenn an taerder.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 6:3
19 Referencias Cruzadas  

Ha bez' e vefes sikourer tron ar fallentez, a ra direizhderioù a-enep al lezenn?


Dre ma n'eo ket sevenet buan ar setañs a-enep an oberoù fall, kalon an dud a zo leun a c'hoant d'ober an droug.


ha lavaret ec'h eus: Me a vo pennrouanez da virviken! Ha ne'c'h eus ket taolet evezh, na soñjet diwar-benn diwezh an traoù-mañ.


hag e lavaront: Deuit, mont a ran da gerc'hat gwin, en em vezvomp gant evajoù kreñv, hag e vo warc'hoazh evel hiziv ha kalz muioc'h c'hoazh.


Ar re a zebre meuzioù blizidik a varv er straedoù. Ar re a oa desavet e ruz-moug a vriata an teil.


Mab an den, petra eo ar c'hrennlavar-mañ hoc'h eus e bro Israel, hag a zisplegit: An deizioù a bellaio, ha pep gweledigezh a vo kollet?


Mab an den, ti Israel a lavar: Ar weledigezh a wel a zo a amzer hir, emañ o profediñ evit amzerioù pell.


Eno e veze klevet trouz un engroez laouen, hag e-touez ar bern tud-mañ e voe degaset Sabeaned eus ar gouelec'h, o deus lakaet kelc'hennoù ouzh o daouarn ha kurunennoù kaer war o fennoù.


N'ouzont ket ober ar pezh a zo reizh, eme an AOTROU, hag e taspugnont taerder ha laeroñsi en o falezioù.


Roit da glevout war balezioù Asdod ha war balezioù Bro Ejipt, ha lavarit: En em zastumit war venezioù Samaria, gwelit an dizurzhioù en he c'hreiz hag ar gwaskerezh en he bruched!


Rak gouzout a ran ho torfedoù niverus hag ho pec'hedoù bras. Gwaskañ a rit an den reizh, hag e tegemerit profoù, hag e torrit ouzh an nor gwir ar beorien.


Gwalleur d'ar re a c'hoanta devezh an AOTROU! Da betra e servijo deoc'h an devezh-mañ? Devezh an AOTROU a vo teñvalijenn ha nann sklêrijenn,


Daoust hag e redo war ar roc'h ar c'hezeg, daoust hag e vo aret gant ejened, evit ma hoc'h eus troet ar varnedigezh en ampoezon, ha frouezh ar reizhder en huelenn?


Holl bec'herien va fobl a varvo dre ar c'hleze, int hag a lavar: Ar gwalleur ne dostaio ket, ne dapo ket ac'hanomp.


Rak he re binvidik a zo leun a feulster, hec'h annezidi a lavar gevier, hag un teod touellus o deus en o genoù.


Met mar d-eo drouk ar mevel-se ha ma lavar en e galon: Va aotrou a zale da zont en-dro,


Rak pa lavarint: Peoc’h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c’hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec’hint ket.


hag a lavaro: Pelec’h emañ promesa e zonedigezh? Rak abaoe ma’z eo marv an tadoù, an holl draoù a zo chomet evel ma oant e penn-kentañ ar grouidigezh.


Rak en un eur kement all a binvidigezhioù a zo bet distrujet. Hag an holl sturierien, ar re holl a zo war al listri, ar vartoloded hag ar re holl a genwerzh war ar mor, en em zalc’he pell;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos