D'an trede deiz, setu un den a zeuas eus kamp Saül, gant e zilhad roget ha douar war e benn. O vezañ deuet da gavout David, e kouezhas d'an douar hag e stouas.
1 Samuel 4:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Un den eus Benjamin a dec'has eus an emgann hag a zeuas da Silo en deiz-se, e zilhad roget ha douar war e benn. |
D'an trede deiz, setu un den a zeuas eus kamp Saül, gant e zilhad roget ha douar war e benn. O vezañ deuet da gavout David, e kouezhas d'an douar hag e stouas.
Neuze Tamar a gemeras ludu war he fenn, hag a rogas he sae lieslivek a oa warni; lakaat a reas he dorn war he fenn, hag ez eas kuit en ur c'harmiñ.
Pa voe erruet David war al lein, el lec'h ma stouas dirak Doue, setu e teuas d'e gavout Hushai an Arkiad, roget e doneg ha douar war e benn.
D'ar pevare deiz warn-ugent eus an hevelep miz, mibien Israel en em zastumas evit yunañ, gwisket gant seier ha goloet gant poultr.
Hag o vezañ savet o daoulagad a bell, n'anavezjont ket anezhañ; neuze e savjont o mouezh hag e oueljont. Hag e rogas pep hini e vantell, hag e taoljont poultr etrezek an neñvoù, dreist o fenn.
me a lakaio an ti-mañ evel Silo, hag e rin eus ar gêr-mañ ur vallozh evit holl vroadoù an douar.
hag e lakaint o mouezh da vezañ klevet warnout, hag e c'harmint c'hwerv, hag e taolint poultr war o fenn, hag en em ruilhint el ludu,
Jozue a rogas e zilhad hag a gouezhas war e zremm d'an douar dirak arc'h an AOTROU betek an abardaez, eñ hag henaourien Israel, hag e taoljont poultr war o fenn.