Degas a reas gantañ an holl binvidigezhioù. Degas a reas ivez gantañ Lot e vreur, e vadoù hag e wragez ivez, hag ar bobl.
1 Samuel 30:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha redek a rin war-lerc'h ar bagad-se? Ha tapout a rin anezho? Hag e respontas dezhañ: Red war o lerc'h, rak a-dra-sur e tapi anezho, hag e tieubi. |
Degas a reas gantañ an holl binvidigezhioù. Degas a reas ivez gantañ Lot e vreur, e vadoù hag e wragez ivez, hag ar bobl.
David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin a-enep ar Filistined, hag o lakaat a ri etre va daouarn? Hag an AOTROU a lavaras da Zavid: Pign, a-dra-sur e lakain ar Filistined etre da zaouarn.
David a c'houlennatas an AOTROU, hag an AOTROU a lavaras: Ne bigni ket, kae a-dreñv dezho, hag ec'h errui warno a-dal d'ar mouarennoù
Va aspediñ a raio hag e selaouin anezhañ, hag e vin gantañ en anken, hag en tenin ac'hane, hag e roin gloar dezhañ.
An enebour a lavare: Redek a rin, tapout a rin, lodennañ a rin an diwisk, va ene en em leunio warno, tennañ a rin ar c'hleze, va dorn o distrujo.
Hag en em zalc'ho dirak Eleazar an aberzhour, a c'houlennataio evitañ barnedigezh an Urim dirak an AOTROU. War e c'hourc'hemenn ez aint er-maez ha war e c'hourc'hemenn e teuint e-barzh, eñ hag holl vibien Israel gantañ, an holl vodadenn.
Mibien Israel a yeas hag a bignas da Vetel da c'houlenn kuzul digant Doue o lavarout: Piv ac'hanomp a bigno da gentañ evit ar brezel a-enep mibien Benjamin? Hag an AOTROU a lavaras: Juda a bigno da gentañ.
Mibien Israel o devoa pignet ha gouelet dirak an AOTROU betek an noz, ha goulennet kuzul o doa digant an AOTROU o lavarout: Hag e tostaimp c'hoazh d'an emgann a-enep mibien Benjamin va breudeur? Hag an AOTROU en doa lavaret: Pignit a-enep dezhañ.
ha Fineaz mab Eleazar mab Aaron en em zalc'he dirak an AOTROU en deizioù-se. Hag e lavarjont: Hag ez in c'hoazh d'an emgann a-enep mibien Benjamin va breudeur, pe e tlean en em virout? Hag an AOTROU a lavaras: Pignit, rak warc'hoazh me o lakaio etre ho taouarn.
Gedeon a erruas d'ar Jordan hag a dreuzas anezhañ gant an tri c'hant den a oa gantañ; skuizh e oant o redek.
Hag e c'houlennatajont c'hoazh an AOTROU: Ha deuet eo amañ c'hoazh un den? An AOTROU a lavaras: Setu-eñ kuzhet e-touez ar pakadoù.
Saül a c'houlennas kuzul digant Doue: Hag e tiskennin war-lerc'h ar Filistined? O lakaat a ri etre daouarn Israel? Met ne respontas ket dezhañ en deiz-se.
David a c'houlennas kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha mont a rin, ha skeiñ a rin war ar Filistined-se? An AOTROU a respontas da Zavid: Kae, sko war ar Filistined-se, ha dieub Keila.
David a c'houlennas kuzul c'hoazh digant an AOTROU , hag an AOTROU a respontas o lavarout: Sav, diskenn da Geila, rak me a lakaio ar Filistined ez taouarn.
Saül a c'houlennatas an AOTROU , met an AOTROU ne respontas ket dezhañ na dre huñvreoù na dre an urim na dre ar brofeded.
Ne vankas nikun dezho, na bihan na bras, na mab na merc'h, na netra eus ar preizh hag eus kement o doa kaset ganto. David a zegasas holl gantañ.