Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 28:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Saül a c'houlennatas an AOTROU , met an AOTROU ne respontas ket dezhañ na dre huñvreoù na dre an urim na dre ar brofeded.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 28:6
25 Referencias Cruzadas  

Sellout a reont, met n'eus salver ebet; treiñ a reont etrezek an AOTROU, ha ne respont ket dezho.


Ne welomp ken hon arouezioù, n'eus ken a brofed, na den ganeomp hag a oufe betek pegoulz...


ar bedervet renkad: ur c'hrizolit, un oniks, ur yalp. Ar mein-se a vo sterniet gant aour en o gwarnisadur.


Hag e lakai war gwisk-bruched ar varn an Urim hag an Tummim, hag e vint war galon Aaron pa'z aio dirak an AOTROU . Hag e tougo Aaron barn mibien Israel war e galon dirak an AOTROU , dalc'hmat.


N'en em veul ket evit deiz warc'hoazh, rak n'ouzout ket petra a c'hell un devezh genel.


Ur profed en deus bet un huñvre, ra zisklêrio e huñvre, hag an hini en deus bet va c'homz, ra lavaro va c'homz e gwirionez. Petra en deus ar plouz d'ober gant ar gwinizh? eme an AOTROU.


He dorojoù a zo sanket en douar, distrujet ha torret en deus ar prennoù. He roue hag he fennoù a zo e-touez ar broadoù, al lezenn n'emañ ken. Ar brofeded zoken n'o deus gweledigezh ebet a-berzh an AOTROU.


Hag e c'hoarvezo goude an traoù-se ma skuilhin va Spered war bep kig, ho mibien hag ho merc'hed a brofedo, ho tud kozh o devo huñvreoù hag ho tud yaouank o devo gweledigezhioù.


e lec’hias warnañ ar gwisk-bruched, e lakaas ouzh ar gwisk-bruched an Urim hag an Tummim,


Ar welerien a vo mezhek, hag an diouganerien a ruzio gant an dismegañs, an holl a c'holoio o barv, rak ne vo respont ebet a-berzh Doue.


Lavarout a reas: Selaouit mat va c'homzoù: Ma'z eus ur profed en ho touez, me an AOTROU en em roio da anavezout dezhañ dre weledigezh ha me a gomzo outañ dre huñvre.


Hag en em zalc'ho dirak Eleazar an aberzhour, a c'houlennataio evitañ barnedigezh an Urim dirak an AOTROU. War e c'hourc'hemenn ez aint er-maez ha war e c'hourc'hemenn e teuint e-barzh, eñ hag holl vibien Israel gantañ, an holl vodadenn.


Evel ma soñje e kement-se, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas dezhañ dre e gousk, o lavarout: Jozef mab David, na’z pez ket aon da gemer ganit Mari da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel,


Ni a oar penaos Doue ne selaou ket ar pec’herien, met mar deu unan bennak da zoujañ Doue ha da ober e volontez, e selaou anezhañ.


Ha diwar-benn Levi e lavaras: Da Dummim ha da Urim a vo gant an den feal, an hini ac'h eus temptet e Masa, enebet outañ e doureier Meriba,


Goulenn a rit ha ne resevit ket abalamour ma c’houlennit fall, evit dic’hoantañ ho kwallyouloù.


Saül a c'houlennas kuzul digant Doue: Hag e tiskennin war-lerc'h ar Filistined? O lakaat a ri etre daouarn Israel? Met ne respontas ket dezhañ en deiz-se.


Samuel a lavaras da Saül: Perak ec'h eus va zrubuilhet, ouzh va lakaat da bignat? Saül a respontas: Nec'het bras on, rak ar Filistined a ra brezel ouzhin, ha Doue a zo aet diganin ha n'en deus ket respontet din, na dre ar brofeded na dre an huñvreoù. Da c'halvet em eus, evit ma roi din da c'houzout ar pezh am eus d'ober.


Pa welas Saül kamp ar Filistined, en doe aon, hag e galon a voe spouronet bras.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos