5 Pa welas Saül kamp ar Filistined, en doe aon, hag e galon a voe spouronet bras.
trouzoù spontus a leugn e zivskouarn, e-kreiz ar peoc'h e teu an distrujer warnañ.
Ar spouronoù a sezizo anezhañ a bep tu, war-lerc'h e dreid e redint.
Setu, distrujet int a-daol-trumm, lamet ha kuzumet dre un termen buan.
Ar pezh a ra aon d'an hini drouk en em gavo gantañ, met c'hoant ar re reizh a vo roet dezho.
Hag e voe lavaret da di David: Kevrediñ a ra Siria gant Efraïm. Kalon Akaz ha kalon e bobl a voe brañsellet, evel ma vez brañsellet gwez ar c'hoadoù gant an avel.
Neuze dremm ar roue a voe kemmet, e soñjoù a drubuilhas anezhañ, juntoù e zivgroazell a laoskaas, e zaoulin en em skoas an eil ouzh egile.
Ar Filistined en em zastumas, hag e teujont da gampiñ e Sunem. Saül a zastumas holl Israel, hag e kampjont e Gilboa.
Saül a c'houlennatas an AOTROU , met an AOTROU ne respontas ket dezhañ na dre huñvreoù na dre an urim na dre ar brofeded.