Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 28:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Ha Saül a lavaras d'e servijerien: Klaskit din ur vaouez a bleustr ar speredoù, hag ez in d'he c'havout ha da c'houlenn ali diganti. E servijerien a lavaras dezhañ: Setu ez eus en En-Dor ur vaouez a bleustr ar speredoù.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 28:7
13 Referencias Cruzadas  

Evel ma komze c'hoazh, setu, ar c'hannad, o tiskenn d'e gavout, a lavaras: Setu, an droug-mañ a zeu a-berzh an AOTROU. Petra ken am eus da c'hortoz a-berzh an AOTROU?


Evel-se e varvas Saül en abeg d'ar pec'hed en doa graet a-enep an AOTROU , a-enep komz an AOTROU n'en doa ket miret, ha dre m'en doa goulennataet ur spered evit goulenn ali.


Gra dezho evel da Vadian, evel da Sisera, evel da Jabin e froud Kison,


Spered an Ejipt a vanko en he c'hreiz, hag e tistrujin he c'huzul; hag e c'houlennint alioù digant an idoloù, an divinourien, ar c'houlennataerien speredoù hag ar sorserien.


N’it ket da gavout an igromañserien, nag ar re a c’halv ar speredoù, evit en em saotrañ ganto. Me eo an AOTROU ho Toue.


Rak ar weledigezh a zo c'hoazh evit un amzer merket. Mont a ra d'he dibenn hep mar. Mard eo dilerc'hiet, gortoz anezhi, rak c'hoarvezout a raio a-dra-sur, ha ne zaleo ket.


Evel ma’z aemp d’ar bedenn, ur vatezh dalc’het gant ur spered a Biton hag a zegase ur gounid bras d’he mistri oc’h ober micher a zivinouriezh, a ziaraogas ac’hanomp.


na strobineller, na goulennataer speredoù, na sorser, nag igromañser,


Manase en doa en Isakar hag en Aser: Bet-Shean gant he c'hêrioù, Jibleam gant he c'hêrioù, annezidi Dor gant he c'hêrioù, annezidi En-Dor gant he c'hêrioù, annezidi Taanak gant he c'hêrioù, annezidi Megiddo gant he c'hêrioù, tri c'horn-bro.


Samuel a oa marv, hag holl Israel en doa gouelet dezhañ, hag e oa bet sebeliet e Rama, e di. Saül en doa lamet ar c'houlennataerien speredoù hag ar sorserien eus ar vro.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos