1 Samuel 30:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa erruas David hag e dud e Ziklag, d'an trede deiz, an Amalekited o doa en em daolet war vro ar c'hreisteiz ha war Ziklag. Skoet o doa war Ziklag ha devet anezhi. |
Goude marv Saül, David a zistroas eus an trec'h war an Amalekited, hag e chomas daou zevezh e Ziklag.
D'an trede deiz, setu un den a zeuas eus kamp Saül, gant e zilhad roget ha douar war e benn. O vezañ deuet da gavout David, e kouezhas d'an douar hag e stouas.
E holl servijerien a gerzhe en e gichen, hag an holl Geretiz, an holl Beletiz hag an holl C'hettiz, c'hwec'h kant den deuet eus Gad war e lerc'h, a gerzhe dirak ar roue.
Ar re-se a skoazellas David a-enep bandennoù, rak brezelourien gadarn e oant holl, hag e voent ofiserien en arme.
Ha bemdez e teue tud da Zavid evit e skoazellañ, betek ober ur c'hamp bras evel kamp Doue.
hag e kemerjont o holl dud, hag ez ejont d'ober brezel da Ismael mab Netania. Kavout a rejont anezhañ e-kichen doureier bras Gabaon.
An AOTROU a lavaras da Jozue: Na'z pez ket aon razo, rak warc'hoazh, war-dro d'ar c'houlz-mañ, e lakain anezho holl gloazet d'ar marv dirak Israel. Troc'hañ a ri o garoù d'o c’hezeg, hag e tevi o c'hirri en tan.
Hag e tapas ez-vev Agag roue Amalek, met e lakaas da verz an holl bobl gant barvenn ar c'hleze.
Akish a roas dezhañ en deiz-se Ziklag. Setu perak eo bet Ziklag da rouaned Juda betek hiziv.
Setu perak, sav mintin mat, gant servijerien da aotrou a zo deuet ganit, savit mintin mat, ha kerkent ha ma welot gouloù an deiz, kit kuit.
Evel-se David a savas mintin mat, eñ hag e dud, evit mont kuit adalek ar beure, hag evit distreiñ da vro ar Filistined. Hag ar Filistined a bignas da Jizreel.
Met pennoù ar Filistined a yeas droug enno a-enep dezhañ, hag e lavarjont dezhañ: Kas kuit an den-se, ra zistroio d'al lec'h ma ec'h eus e lakaet, ha ra ne ziskenno ket ganeomp d'an emgann, gant aon na drofe en hon enep en emgann. Rak penaos e c'hellfe kavout trugarez e-kichen e vestr? Ha ne vefe ket war-var pennoù hon dud?
Argadet hon eus e kreisteiz ar Geretiz, war zouaroù Juda hag e kreisteiz Kaleb, ha devet hon eus Ziklag dre an tan.