2 Graet o doa prizonidi ar maouezed a oa eno, ar re vihan hag ar re vras. N'o doa lazhet den, met o c'haset o doa ganto, hag e oant aet gant o hent.
ha pa em eus lavaret dezhañ: Betek amañ e teui ha ned i ket pelloc'h, amañ e paouezo lorc'h da goummoù?
pa savez, o Doue, evit barn, evit dieubiñ holl ezhommeien an douar. Ehan
David ne leze da vevañ na gwaz na maouez evit o c'has da C'had, dre ma lavare: Arabat dezho komz a-enep deomp en ur lavarout: Setu ar pezh en deus graet David. Hag e reas evel-se e-pad an holl amzer ma chomas e bro ar Filistined.
Ne vankas nikun dezho, na bihan na bras, na mab na merc'h, na netra eus ar preizh hag eus kement o doa kaset ganto. David a zegasas holl gantañ.
David hag e dud a erruas e kêr, ha setu ma oa devet dre an tan, hag o gwragez, o mibien hag o merc'hed a oa bet graet prizonidi.