1 Samuel 30:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned1 Pa erruas David hag e dud e Ziklag, d'an trede deiz, an Amalekited o doa en em daolet war vro ar c'hreisteiz ha war Ziklag. Skoet o doa war Ziklag ha devet anezhi. Ver Capítulo |
Met pennoù ar Filistined a yeas droug enno a-enep dezhañ, hag e lavarjont dezhañ: Kas kuit an den-se, ra zistroio d'al lec'h ma ec'h eus e lakaet, ha ra ne ziskenno ket ganeomp d'an emgann, gant aon na drofe en hon enep en emgann. Rak penaos e c'hellfe kavout trugarez e-kichen e vestr? Ha ne vefe ket war-var pennoù hon dud?