Neuze an aberzhour Zadok a ziskennas gant ar profed Natan, Benaja mab Jehojada, ar Geretiz hag ar Beletiz, hag e rejont da Salomon pignat war vulez ar roue David, hag e kasjont anezhañ da C'hihon.
Ar roue en deus kaset evit mont gantañ an aberzhour Zadok, ar profed Natan, Benaja mab Jehojada, ar Geretiz hag ar Beletiz, o deus graet dezhañ pignat war vulez ar roue.
evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn a ran va dorn war ar Filistined, lakaat a ran ar Geretiz d'ar marv, distrujañ a ran an nemorant a zo war vord ar mor.
Gwalleur d'an dud a zo o chom e-kichen ar mor, da vroad ar Geretiz! Komz an AOTROU a zo a-enep deoc'h, Kanaan, douar ar Filistined! Da zistrujañ a rin betek na'z po den ken.
An den-mañ a oa anvet Nabal, hag e wreg a oa anvet Abigail. Ur vaouez a skiant vat e oa, he dremm a oa kaer da welout. Met an den a oa kalet ha drouk en e oberoù. Eus lignez Kaleb e oa.
Pa erruas David hag e dud e Ziklag, d'an trede deiz, an Amalekited o doa en em daolet war vro ar c'hreisteiz ha war Ziklag. Skoet o doa war Ziklag ha devet anezhi.
David a lavaras dezhañ: Da biv out, hag a-belec'h e teuez? Hag e respontas: Me 'zo ur paotr Ejipsian, servijer un den Amalekit. Va mestr en deus va dilezet dre ma'z on kouezhet klañv, bremañ 'zo tri deiz.
David a lavaras dezhañ: Ha ren a ri ac'hanon da gavout ar bagad-se? Hag e respontas: Tou din dre Zoue na'm lazhi ket, ha na'm lakai ket etre daouarn va mestr, hag e renin ac'hanout betek ar bagad-se.
Hag e renas anezhañ, ha setu, e oant a-stlabez war an holl vro, o tebriñ, oc'h evañ hag o tañsal, en abeg d'ar preizh bras o doa kemeret eus bro ar Filistined hag eus bro Juda.