Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Samuel 30:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 David a lavaras dezhañ: Ha ren a ri ac'hanon da gavout ar bagad-se? Hag e respontas: Tou din dre Zoue na'm lazhi ket, ha na'm lakai ket etre daouarn va mestr, hag e renin ac'hanout betek ar bagad-se.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 30:15
12 Referencias Cruzadas  

hag e lakain ac'hanout da douiñ dre an AOTROU, Doue an neñv ha Doue an douar, na gemeri ket ur wreg da'm mab a-douez merc'hed ar Gananeiz, emaon o chom en o zouez.


Kemeret en deus un diskennad eus ar roue, graet en deus emglev gantañ, e lakaet en deus d'ober le, ha tapet en deus galloudeien ar vro,


Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU; a-dra-sur, e bro ar roue en deus e lakaet da ren, ha m'en deus disprizet e le ha torret e emglev, tost outañ, e-kreiz Babilon eo e varvo.


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Me a zo bev, va le en deus disprizet ha va emglev en deus torret, me a lakaio kement-se da gouezhañ war e benn.


Bremañ eta, touit din me ho ped, dre an AOTROU , penaos, evel ma em eus diskouezet madelezh en ho keñver, e tiskouezot ivez madelezh e-keñver ti va zad; roit din ur brouenn asur,


Jozue a reas ar peoc'h ganto hag a reas un emglev ganto, o warantiñ dezho ma vevjent. Hag ar re gentañ eus ar vodadenn a reas ul le dezho.


Ar spierien a welas un den o tont er-maez eus kêr, hag e lavarjont dezhañ: Diskouez deomp dre belec'h e c'hellimp tremen evit mont e-barzh kêr, hag hon devo truez ez keñver.


Akish a c'halvas David hag a lavaras dezhañ: An AOTROU a zo bev! Te a zo un den eeun, hag e karjen da welout o tont er-maez hag o vont er c'hamp ganin, rak ne'm eus kavet netra fall ennout abaoe an deiz ma'z out deuet da'm c'havout betek hiziv. Met ne blijez ket d'ar briñsed.


Argadet hon eus e kreisteiz ar Geretiz, war zouaroù Juda hag e kreisteiz Kaleb, ha devet hon eus Ziklag dre an tan.


Hag e renas anezhañ, ha setu, e oant a-stlabez war an holl vro, o tebriñ, oc'h evañ hag o tañsal, en abeg d'ar preizh bras o doa kemeret eus bro ar Filistined hag eus bro Juda.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos