Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 29:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Met pennoù ar Filistined a yeas droug enno a-enep dezhañ, hag e lavarjont dezhañ: Kas kuit an den-se, ra zistroio d'al lec'h ma ec'h eus e lakaet, ha ra ne ziskenno ket ganeomp d'an emgann, gant aon na drofe en hon enep en emgann. Rak penaos e c'hellfe kavout trugarez e-kichen e vestr? Ha ne vefe ket war-var pennoù hon dud?

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 29:4
8 Referencias Cruzadas  

Reoù eus Manase ivez a yeas da Zavid, pa zeuas gant ar Filistined d'ober brezel a-enep Saül mab Kish. Met ne sikourjont ket anezho, rak priñsed ar Filistined, goude bezañ en em guzuliet, en kasas kuit en ur lavarout: Tremen a raio d'e aotrou Saül, war-var hor pennoù.


Pa zistroas da Ziklag, ar re-mañ eus Manase a yeas gantañ: Adnak, Jozabad, Jediael, Mikael, Jozabad, Elihu ha Ziltai, pennoù milieroù Manase.


Deomp! Bezomp fur en o c'heñver gant aon na greskfent ha, ma en em gavfe ur brezel bennak, na unanfent gant hon enebourien, na vrezelfent a-enep deomp ha na'z afent er-maez eus ar vro.


Ar mestr a veulas ar merour disleal-se abalamour m’en doe graet-se gant furnez. Rak bugale ar c’hantved-mañ a zo furoc’h eget bugale ar sklêrijenn e-keñver o rummad o-unan.


Ar Filistined o doa en o zouez, evel diagent, Hebreed hag a oa pignet eus tro-war-dro d'ar c'hamp, hag int en em unanas d'an Israeliz a oa gant Saül ha Jonatan.


Akish a roas dezhañ en deiz-se Ziklag. Setu perak eo bet Ziklag da rouaned Juda betek hiziv.


Akish a respontas o lavarout da Zavid: Gouzout a ran, rak plijout a rez din evel un ael a-berzh Doue. Met pennoù ar Filistined o deus lavaret: Ne zeuio ket ganeomp d'ar brezel.


Pa erruas David hag e dud e Ziklag, d'an trede deiz, an Amalekited o doa en em daolet war vro ar c'hreisteiz ha war Ziklag. Skoet o doa war Ziklag ha devet anezhi.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos