Reoù eus Manase ivez a yeas da Zavid, pa zeuas gant ar Filistined d'ober brezel a-enep Saül mab Kish. Met ne sikourjont ket anezho, rak priñsed ar Filistined, goude bezañ en em guzuliet, en kasas kuit en ur lavarout: Tremen a raio d'e aotrou Saül, war-var hor pennoù.
Temptadur ebet n’eo deuet deoc’h ha na vefe ket kumun d’an dud. Met Doue a zo feal ha ne lezo ket ho temptañ en tu all d’ho nerzh ha, gant an temptadur, e tiskouezo ivez an hent da zont er-maez evit ma c’hellot e c’houzañv.
Evel-se David a savas mintin mat, eñ hag e dud, evit mont kuit adalek ar beure, hag evit distreiñ da vro ar Filistined. Hag ar Filistined a bignas da Jizreel.