Setu amañ ar re a yeas da gavout David da Ziklag, pa oa c'hoazh pellaet a-zirak Saül mab Kish. Int a oa e-touez an dud kadarn a skoazellas anezhañ er brezel,
1 Samuel 27:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David a savas eta, hag e tremenas, gant ar c'hwec'h kant den a oa gantañ, da gavout Akish mab Maok, roue Gad. |
Setu amañ ar re a yeas da gavout David da Ziklag, pa oa c'hoazh pellaet a-zirak Saül mab Kish. Int a oa e-touez an dud kadarn a skoazellas anezhañ er brezel,
David a savas hag a dec'has en deiz-se a-zirak Saül, hag ez eas da gavout Akish roue Gad.
Ha servijerien Akish a lavaras dezhañ: Ha n'eo ket hemañ David, roue ar vro? Ha n'eo ket hemañ an hini a veze lavaret diwar e benn en ur ganañ hag en ur zañsal: Saül en deus lazhet e vil, ha David e zek mil.
David a lavaras d'e dud: Ra gemero pep hini ac'hanoc'h e gleze, hag e kemeras pep hini e gleze. David ivez a gemeras e gleze, hag e pignas war-lerc'h David war-dro pevar c'hant den, ha daou c'hant a chomas e-kichen an traoù.
Neuze David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha redek a rin war-lerc'h ar bagad-se? Ha tapout a rin anezho? Hag e respontas dezhañ: Red war o lerc'h, rak a-dra-sur e tapi anezho, hag e tieubi.
David a yeas eta gant ar c'hwec'h kant den a oa gantañ, hag ec'h errujont betek froud Besor, e-lec'h ma chomas ar re a vane war-lerc'h.