Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 21:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Ha servijerien Akish a lavaras dezhañ: Ha n'eo ket hemañ David, roue ar vro? Ha n'eo ket hemañ an hini a veze lavaret diwar e benn en ur ganañ hag en ur zañsal: Saül en deus lazhet e vil, ha David e zek mil.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 21:11
8 Referencias Cruzadas  

Salm David. Pa varvouzas an diskiant dirak Abimelek, ha penaos, kaset gantañ, ez eas kuit.


An AOTROU a lavaras da Samuel: Betek pegeit e ri kañv da Saül, pa em eus e daolet kuit evel roue war Israel? Leugn da gorn gant eoul ha kae. Me a gaso ac'hanout da gavout Jese eus Betlehem, rak gwelet em eus unan e vibien evel roue evidon.


Evel-se David a dec'has hag a voe saveteet, hag e teuas da gavout Samuel e Rama, hag e kontas dezhañ kement en doa graet Saül. Hag ez eas gant Samuel da chom e Najod.


David a lavaras en e galon: Lazhet e vin un deiz bennak dre zorn Saül. N'eus netra gwelloc'h evidon eget mont da vro ar Filistined, evit ma tremeno Saül hep klask ac'hanon e douaroù Israel, hag evel-se e tec'hin eus e zorn.


David a savas eta, hag e tremenas, gant ar c'hwec'h kant den a oa gantañ, da gavout Akish mab Maok, roue Gad.


Ha n'eo ket an David-se an hini a veze lavaret diwar e benn en ur ganañ hag en ur zañsal: Saül en deus skoet war e vil, ha David war e zek mil?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos