Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Samuel 25:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 David a lavaras d'e dud: Ra gemero pep hini ac'hanoc'h e gleze, hag e kemeras pep hini e gleze. David ivez a gemeras e gleze, hag e pignas war-lerc'h David war-dro pevar c'hant den, ha daou c'hant a chomas e-kichen an traoù.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 25:13
17 Referencias Cruzadas  

E holl servijerien a gerzhe en e gichen, hag an holl Geretiz, an holl Beletiz hag an holl C'hettiz, c'hwec'h kant den deuet eus Gad war e lerc'h, a gerzhe dirak ar roue.


An hini a zo gorrek da gounnariñ en deus kalz a veiz, met an hini a zo buan da fuloriñ a ziskouez e follentez.


An hini a zo gorrek da gounnariñ a dalvez muioc'h eget an den kadarn, hag an hini a zo mestr eus e galon eget an den a dap kêrioù.


Poell an den a zalc'h e gounnar, hag e enor eo ankounac'haat ar mankoù.


Un ene hep anaoudegezh n'eo ket un dra vat, hag an hini a hast buan war e dreid a bec'h.


Na lavar ket: Rentañ a rin an droug, met gortoz an AOTROU hag ez tieubo.


Na hast ket mont evit breutaat, gant aon na oufes ket a-benn-ar-fin petra d'ober, goude m'en devo da lakaet mezhek da nesañ.


An dud a zegemeras eus o fourvezioù, ha ne c'houlennjont netra ouzh genoù an AOTROU .


An holl re a oa diaes en o aferoù, an holl re o doa dleoù, hag an holl re a oa c'hwerv o c'halon, en em zastumas gantañ, hag e voe o fenn. Bez' e voe evel-se gantañ war-dro pevar c'hant den.


Neuze David a savas gant e dud, war-dro c'hwec'h kant den, hag e teujont eus Keila, hag ez ejont e-lec'h ma c'helljont. Lavaret e voe da Saül e oa aet kuit David eus Keila. Hag e paouezas da gerzhout.


Neuze tud David a zistroas dre o hent. Deuet en-dro hag erruet, e lavarjont an holl gomzoù-se dezhañ.


David a savas eta, hag e tremenas, gant ar c'hwec'h kant den a oa gantañ, da gavout Akish mab Maok, roue Gad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos