1 Samuel 27:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag Akish a lavare: Pelec'h hoc'h eus graet hoc'h argad hiziv? Ha David a responte: Etrezek kreisteiz Juda, etrezek kreisteiz Jerakmeel, etrezek kreisteiz ar Genianed. |
Servijerien Absalom a zeuas da gavout ar wreg-mañ en ti hag a lavaras dezhi: Pelec'h emañ Akimaaz ha Jonatan? Ar vaouez a respontas: Tremenet o deus ar wazh-dour. O vezañ o c'hlasket hep o c'havout, e tistrojont da Jeruzalem.
Mibien Jerakmeel kentañ-ganet Hezron a voe: Ram e gentañ-ganet, Buna, hag Oren hag Ozem ganet eus Akija.
Gwelout a reas ar Genianed, hag ec'h embannas e ziougan o lavarout: Da chomlec'h a zo start, lakaet ec'h eus da neizh war ar roc'h,
Dre-se, o vezañ kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac’hanoc’h hervez ar wirionez d’e nesañ, rak izili omp an eil d’egile.
Mibien ar C'henian, tad-kaer Moizez, a bignas eus kêr ar palmez gant mibien Juda da c'houlec'h Juda a zo e kreisteiz Arad. Hag ez ejont hag e chomjont gant ar bobl.
Heber ar C'henian, unan eus mibien Hobab tad-kaer Moizez, o vezañ dispartiet digant ar Genianed, en devoa savet e deltennoù betek dervenn Zaanaim, e-kichen Kedesh.
Ra vo benniget e-touez ar gwragez Jael gwreg Heber ar C'henian, ra vo benniget e-touez ar gwragez a zo o chom en teltennoù.
Saül a lavaras d'ar g-Kenianed: It, en em dennit, diskennit a-greiz an Amalekited, gant aon n'ho tistrujfen ganto. Rak trugarezus oc'h bet e-keñver holl vibien Israel pa bignent eus an Ejipt. Hag ar Genianed en em dennas a-greiz an Amalekited.
David a lavaras d'an aberzhour Akimelek: Ar roue en deus urzhiet din un dra, hag en deus lavaret din: Ra ne ouezo den netra eus an dra-mañ, am eus da gaset eviti, nag eus an urzh am eus roet dit. Ha roet em eus un emgav da'm zud e lec'h-mañ-lec'h.
ur c'hannad a zeuas da gavout Saül en ur lavarout: Hast buan ha deus, rak ar Filistined o deus aloubet ar vro.
David ne leze da vevañ na gwaz na maouez evit o c'has da C'had, dre ma lavare: Arabat dezho komz a-enep deomp en ur lavarout: Setu ar pezh en deus graet David. Hag e reas evel-se e-pad an holl amzer ma chomas e bro ar Filistined.
David a lavaras da Akish: Met petra am eus graet? Petra ac'h eus kavet ez servijer, abaoe an deiz ma'z on bet ganit betek hiziv, evit n'afen ket da stourm a-enep enebourien an aotrou va roue?
d'ar re a oa e Rakal, d'ar re a oa e kêrioù ar Jerakmeeliz, d'ar re a oa e kêrioù ar Genianed,