Mibien ar C'henian, tad-kaer Moizez, a bignas eus kêr ar palmez gant mibien Juda da c'houlec'h Juda a zo e kreisteiz Arad. Hag ez ejont hag e chomjont gant ar bobl.
Saül a lavaras d'ar g-Kenianed: It, en em dennit, diskennit a-greiz an Amalekited, gant aon n'ho tistrujfen ganto. Rak trugarezus oc'h bet e-keñver holl vibien Israel pa bignent eus an Ejipt. Hag ar Genianed en em dennas a-greiz an Amalekited.
Ha tud Zif a bignas da gavout Saül e Gibea, hag e lavarjont dezhañ: David, ha n'en em zalc'h ket kuzhet en hon touez, e kreñvlec'hioù, er goadeg, war grec'h Hakila a zo e kreisteiz al lec'h distro?
Hag Akish a lavare: Pelec'h hoc'h eus graet hoc'h argad hiziv? Ha David a responte: Etrezek kreisteiz Juda, etrezek kreisteiz Jerakmeel, etrezek kreisteiz ar Genianed.