Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 29:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 David a lavaras da Akish: Met petra am eus graet? Petra ac'h eus kavet ez servijer, abaoe an deiz ma'z on bet ganit betek hiziv, evit n'afen ket da stourm a-enep enebourien an aotrou va roue?

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 29:8
10 Referencias Cruzadas  

ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.


Setu-me amañ. Roit testeni a-enep din dirak an AOTROU ha dirak e olevad. Digant piv em eus kemeret an ejen? Digant piv em eus kemeret an azen? Ouzh piv em eus graet gaou? Piv am eus gwasket? Eus dorn piv em eus kemeret ur prof evit serriñ va daoulagad warnañ? Daskoriñ a rin deoc'h.


David a respontas: Petra am eus graet bremañ? Komzet em eus, ha setu tout.


Bez madelezhus gant da servijer, pa ec'h eus lakaet da servijer da vont en un emglev ganit dirak an AOTROU . Mard eus ennon un direizhder bennak, va laka d'ar marv da-unan, rak perak am c'hasfes da'z tad?


Hag e lavaras: Perak e red va aotrou war-lerc'h e servijer? Petra am eus graet? Peseurt fallentez a zo em daouarn?


Hag Akish a lavare: Pelec'h hoc'h eus graet hoc'h argad hiziv? Ha David a responte: Etrezek kreisteiz Juda, etrezek kreisteiz Jerakmeel, etrezek kreisteiz ar Genianed.


David a respontas: Ac'hanta! Gwelout a ri ar pezh a raio da servijer. Hag Akish a lavaras da Zavid: Evel-se e roin dit evit biken an diwall ac'hanon.


Bremañ eta distro ha kae e peoc'h, evit ma ne ri netra a zisplije da briñsed ar Filistined.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos