Balaam a lavaras da ael an AOTROU: Pec'het em eus rak ne ouien ket en em zalc'hes a-enep din war an hent. Ha bremañ, mar displij kement-se dit, e tistroin.
Akish a c'halvas David hag a lavaras dezhañ: An AOTROU a zo bev! Te a zo un den eeun, hag e karjen da welout o tont er-maez hag o vont er c'hamp ganin, rak ne'm eus kavet netra fall ennout abaoe an deiz ma'z out deuet da'm c'havout betek hiziv. Met ne blijez ket d'ar briñsed.
David a lavaras da Akish: Met petra am eus graet? Petra ac'h eus kavet ez servijer, abaoe an deiz ma'z on bet ganit betek hiziv, evit n'afen ket da stourm a-enep enebourien an aotrou va roue?