Klevout a reas ar c'heloù-mañ diwar-benn Tirhaka roue Etiopia: Deuet eo evit brezeliñ a-enep dit. Hag e kasas c'hoazh kannaded da Ezekiaz o lavarout dezho:
Saül a gerzhe war un tu eus ar menez, ha David hag e dud a gerzhe war an tu all eus ar menez, ha David a haste evit mont a-raok Saül. Hag evel ma oa kelc'hiet David hag e re gant Saül hag e dud, ha tost da vezañ tapet,
Hag Akish a lavare: Pelec'h hoc'h eus graet hoc'h argad hiziv? Ha David a responte: Etrezek kreisteiz Juda, etrezek kreisteiz Jerakmeel, etrezek kreisteiz ar Genianed.