Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 23:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Saül a gerzhe war un tu eus ar menez, ha David hag e dud a gerzhe war an tu all eus ar menez, ha David a haste evit mont a-raok Saül. Hag evel ma oa kelc'hiet David hag e re gant Saül hag e dud, ha tost da vezañ tapet,

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 23:26
17 Referencias Cruzadas  

David a lavaras d'e holl servijerien a oa gantañ e Jeruzalem: Savit ha tec'homp, rak ne c'hellfemp ket bezañ saveteet dirak Absalom. Hastit mont kuit, gant aon na hastfe-eñ, na tapfe ac'hanomp, na taolfe ar gwalleur warnomp, ha na skofe war gêr gant troc'h ar c'hleze.


O hon Doue! Ha ne varni ket anezho? N'eus ket a nerzh ennomp dirak an niver bras-mañ a zeu a-enep deomp, ha n'ouzomp ket petra ober, met hon daoulagad a zo warnout.


Dija emaint en-dro d'hor c'hammedoù, hor spiañ a reont evit hon teurel d'an douar.


a-enep ar re zrouk a wask ac'hanon, a-enep va enebourien marvus a zo en-dro din.


Na bella ket diouzhin rak an estrenvan a zo tost, ha n'eus den da'm sikour!


Va nerzh a zo disec'het evel pri, va zeod a zo stag ouzh va staon, va gourvezet ec'h eus e poultrenn ar marv.


Benniget ra vo an AOTROU! Rak diskouezet en deus e vadelezh em c'heñver, ha va lakaet evel en ur c'hreñvlec'h.


Rak, breudeur, ne fell ket deomp n’oufec’h ket diwar-benn ar glac’har a zo deuet deomp en Azia, penaos omp bet gwall vec’hiet, dreist hon nerzh, en hevelep doare m’hon doa zoken kollet an esper da zerc’hel hor buhez.


Pignat a rejont war c’horre an douar, en em lakajont en-dro da gamp ar sent ha d’ar gêr garet-mat. Met un tan a ziskennas digant Doue eus an neñv hag a lonkas anezho.


Lavaret e voe da re C'haza: Samzun a zo deuet amañ. Kelc'hiañ a rejont anezhañ, hag en em zalc'hjont e spi a-enep dezhañ e-pad an noz ouzh dor kêr, hag e chomjont didrouz e-pad an noz holl o lavarout: Da c'houloù-deiz e lazhimp anezhañ.


Mikal a lakaas David da ziskenn dre ar prenestr, hag ez eas kuit, e tec'has, hag e tiflipas.


Hag e krias Jonatan war-lerc'h ar paotr: Hast buan, na chom ket a-sav! Hag a paotr a zastumas buan ar bir, hag e teuas da gavout e vestr.


Neuze ez eas Saül hag e dud d'e glask, met lavaret e voe da Zavid a ziskennas ar roc'h hag a chomas e gouelec'h Maon. O vezañ anavezet kement-se, Saül a yeas war-lerc'h David e gouelec'h Maon.


ur c'hannad a zeuas da gavout Saül en ur lavarout: Hast buan ha deus, rak ar Filistined o deus aloubet ar vro.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos