Pa savas David diouzh ar beure, komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Gad, gwelour David, o lavarout:
1 Samuel 22:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O degas a reas dirak roue Moab, hag e chomjont gantañ e-pad an holl amzer ma voe David er c'hreñvlec'h-se. |
Pa savas David diouzh ar beure, komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Gad, gwelour David, o lavarout:
Trec'hiñ a reas ar Voabiz ivez, hag o muzulias gant ur gordenn, en ur lakaat anezho da c'hourvez war an douar. Muzuliañ a reas div gordennad evit o lakaat da vervel, hag ur gordennad leun evit lezel ganto o buhez. Hag ar Voabiz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj.
David a oa neuze er c'hreñvlec'h, hag e-keit-se e oa gwarnizon ar Filistined e Betlehem.
Diwar-benn oberoù ar roue David, ken ar re gentañ evel ar re ziwezhañ, setu, emaint skrivet e levr Samuel an diouganer, e levr Natan ar profed, hag e levr Gad ar gwelour,
Hag e lakaas al Levited e ti an AOTROU, gant simbalennoù, lourennoù ha telennoù, hervez gourc'hemenn David, Gad gwelour ar roue, ha Natan ar profed, rak ur gourc'hemenn a-berzh an AOTROU e oa, deuet dre e brofeded.
Hag e lavaris: Un den eveldon, ha tec'hout a rafe? Peseurt den eveldon a c'hellfe mont en templ ha bevañ? Ned in ket ennañ.
D'ar mestr-kaner; salm David. En em dennet on da gavout an AOTROU. Penaos eta e lavarit da'm ene: Tec'h d'ho menez evel ul labous?
Pa viot gwallgaset en ur gêr, tec’hit d’unan all. Lavarout a ran deoc’h e gwirionez, n’ho po ket echuet da vont dre holl gêrioù Israel ma vo deuet Mab an den.
Mont a reas David ac'hane da Vizpe e Moab. Hag e lavaras da roue Moab: Mar plij, ra zeuio va zad ha va mamm ganeoc'h, ken na vo gwelet petra a raio Doue ganin.
Ar profed Gad a lavaras da Zavid: Na chom ket er c'hreñvlec'h, tec'h ha kae da vro Juda. David a yeas eta, hag e teuas e koadeg Hered.