Diwar-benn oberoù ar roue David, ken ar re gentañ evel ar re ziwezhañ, setu, emaint skrivet e levr Samuel an diouganer, e levr Natan ar profed, hag e levr Gad ar gwelour,
Hag e lakaas al Levited e ti an AOTROU, gant simbalennoù, lourennoù ha telennoù, hervez gourc'hemenn David, Gad gwelour ar roue, ha Natan ar profed, rak ur gourc'hemenn a-berzh an AOTROU e oa, deuet dre e brofeded.
Gwechall en Israel, pa'z aed da c'houlennata Doue, e veze lavaret evel-henn: Deuit, eomp da gavout ar gweler; rak an hini a vez anvet hiziv ar profed a veze anvet gwechall ar gweler.