1 Samuel 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwareg ar re c'halloudek a zo torret, hag ar re sempl a zo gourizet gant nerzh. |
Lakaet en deus ar brezelioù da baouez betek penn an douar, terriñ a ra ar gwaregoù ha bruzunañ ar goafioù, deviñ a ra ar c'hirri en tan.
Ar re n'o devo ket pleget e-touez ar brizonidi, a gouezho e-touez ar re varv. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.
Ha pa ho pefe trec'het zoken holl arme ar Galdeiz a stourm ouzhoc'h, ha ne vanfe diouto nemet gloazidi, e savfent, pep hini anezho en e deltenn, hag e tevfent ar gêr-mañ dre an tan.
rak eo deuet an distrujer warni, war Vabilon, tapet eo he c’hadarnidi, torret eo o gwaregoù, an AOTROU eo Doue ar veñjañs, hag e roio da bep hini ar pezh a zo dleet dezhañ.
ha lavaret en deus din: Va gras a zo a-walc’h evidout, rak va galloud en em ziskouez en dinerzded. Tennañ a rin gloar eta kentoc’h eus va dinerzhded, evit ma chomo galloud Krist ennon.
Dalc’hit start eta, ho tivgroazell gourizet gant ar wirionez, gwiskit sae-houarn ar reizhder,
Ha petra a lavarin c’hoazh? Rak an amzer a vankfe din evit komz eus Gedeon, Barak, Samzun, Jefte, David, Samuel, ar brofeded,
o deus mouget nerzh an tan, o deus en em ziwallet diouzh troc’h ar c’hleze, o deus yac’haet eus o c’hleñvedoù, int bet didrec’hus er brezel, o deus lakaet war dec’h armeoù estrañjour.