Neuze roue Israel a yeas er-maez hag a skoas war ar c'hezeg hag ar c'hirri, e doare ma faezhas rust ar Siriz.
1 Samuel 19:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e voe brezel adarre, ha David a yeas er-maez hag en em gannas a-enep ar Filistined, hag e reas un distruj bras. Tec'hout a rejont a-raok dezhañ. |
Neuze roue Israel a yeas er-maez hag a skoas war ar c'hezeg hag ar c'hirri, e doare ma faezhas rust ar Siriz.
Pa gampfe un arme a-enep din, ne spontfe ket va c'halon. Pa savfe ar brezel a-enep din, eno e vefe va fiziañs.
Pennoù ar Filistined a yae er-maez da vrezeliñ, ha bep gwech ma'z aent, David en deveze muioc'h a c'hounid eget holl servijerien Saül, hag e anv a voe brudet bras.
Neuze Jonatan a c'halvas David hag a zisklêrias dezhañ an holl draoù-se. Jonatan a zegasas David da Saül, hag e voe en e servij evel diagent.
Ar spered fall a-berzh Doue a grogas e Saül, e-pad ma oa azezet en e di, e c'hoaf en e zorn. Ha David a c'hoarie gant e zorn.
Neuze ez eas David gant e dud da Geila, hag e stourmas a-enep ar Filistined, hag e kasas gantañ o loened, hag e reas un distruj bras. David a zieubas tud Keila.