Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 20:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Neuze roue Israel a yeas er-maez hag a skoas war ar c'hezeg hag ar c'hirri, e doare ma faezhas rust ar Siriz.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 20:21
11 Referencias Cruzadas  

Pep hini anezho a skoas war e zen, hag ar Siriz a dec'has, hag Israel a redas war o lerc'h. Ben-Hadad roue Siria a dec'has war ur marc'h, gant marc'hegerien.


Ar profed a dostaas ouzh roue Israel hag a lavaras dezhañ: Kae, en em greñva, evesha ha gouez ar pezh ac'h eus d'ober, rak a-benn ur bloaz, roue Siria a bigno ez enep.


Ha re nebeut eo ouzh daoulagad an AOTROU, lakaat a raio Moab etre ho taouarn.


Evel-se e teujont da gamp Israel. Met an Israeliz a savas hag a bilas ar Voabiz, a dec'has kuit dirazo. Goude ez ejont donoc'h er vro hag e skojont war Voab.


Pa o doe echu Jozue ha mibien Israel d'ober ul lazhadeg bras anezho, betek o distrujañ holl, ha ma voe en em dennet e kêrioù kreñv ar re a c'hellas tec'hout diouto,


Hag e trec'has anezho adalek Aroer betek Minnid, e-lec'h ma oa ugent kêr, ha betek plaenenn ar gwini; ul lazhadeg vras a reas anezho. Mibien Ammon a voe izelaet dirak mibien Israel.


Lavarout a reas dezho: Heuilhit-me, rak an AOTROU en deus lakaet etre ho taouarn ar Voabited, hoc'h enebourien! Diskenn a rejont war e lerc'h, hag o tapout roudouzioù ar Jordan a-dal da Voab, ne lezjont den da dremen.


Tud Israel ha Juda a savas, a laoskas kriadennoù a levenez, hag a redas war-lerc'h ar Filistined betek digor an draonienn ha betek dorioù Ekron. Hag ar Filistined gloazet d'ar marv a gouezhas war hent Shaaraim betek Gad ha betek Ekron.


Hag e voe brezel adarre, ha David a yeas er-maez hag en em gannas a-enep ar Filistined, hag e reas un distruj bras. Tec'hout a rejont a-raok dezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos