Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 19:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Neuze Jonatan a c'halvas David hag a zisklêrias dezhañ an holl draoù-se. Jonatan a zegasas David da Saül, hag e voe en e servij evel diagent.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 19:7
10 Referencias Cruzadas  

Jakob a welas dremm Laban, ha setu, ne oa ken en e geñver evel diagent.


Diagent zoken, pa oa Saül roue, te eo an hini a gase er-maez hag a zegase en-dro Israel. Hag an AOTROU da Zoue en deus lavaret dit: Te a vesaio va fobl Israel, te a vo penn va fobl Israel.


Moizez a lavaras d'an AOTROU: O, Aotrou, n'on ket un den en defe ar gomz aezet, nag eus dec'h nag eus derc'hent-dec'h, nag abaoe ma komzez da'z servijer; rak va genoù ha va zeod a zo pounner.


Abaoe pell amzer ez eo lakaet a-du ha kempennet Tofed evit ar roue. Graet eo don ha ledan e geuneudeg, gant tan ha koad e-leizh; alan an AOTROU, evel ur red soufr, a ya da entanañ anezhañ.


David a zeuas da gavout Saül, hag en em zalc'has dirazañ. Ha Saül a garas anezhañ, hag e teuas an hini a zoug e armoù.


Hag an deiz war-lerc'h, ar spered fall a-berzh Doue a grogas e Saül, hag e tiouganas e-kreiz e di. Ha David a c'hoarie gant e zorn war an delenn evel en deizioù all, ha Saül a oa gantañ ur goaf en e zorn.


Setu perak Saül a bellaas anezhañ dioutañ hag en lakaas da ofiser a vilier. Hag ez ae hag e teue e penn ar bobl.


En deiz-se Saül en kemeras, ha n'en lezas ken da zistreiñ da di e dad.


Saül a selaouas ouzh mouezh Jonatan hag a douas: An AOTROU a zo bev! Ne varvo ket.


Hag e voe brezel adarre, ha David a yeas er-maez hag en em gannas a-enep ar Filistined, hag e reas un distruj bras. Tec'hout a rejont a-raok dezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos