rak an AOTROU a zo bev, eñ hag a zieub Israel; pa vefe graet kement-se gant va mab Jonatan zoken, a-dra-sur e varvo! Eus an holl bobl, den ne respontas dezhañ.
Lakaet en deus e vuhez war var ha lazhet ar Filistin, hag an AOTROU en deus graet drezañ un dieubidigezh vras evit holl Israel. Gwelet ec'h eus hag ec'h eus bet levenez. Perak pec'hiñ a-enep ar gwad didamall o lakaat David d'ar marv hep abeg?