Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 18:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 Pennoù ar Filistined a yae er-maez da vrezeliñ, ha bep gwech ma'z aent, David en deveze muioc'h a c'hounid eget holl servijerien Saül, hag e anv a voe brudet bras.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 18:30
17 Referencias Cruzadas  

Ar bloaz war-lerc'h, d'ar c'houlz ma'z a er-maez ar rouaned, David a gasas Joab, ha gantañ e servijerien hag holl Israel, da zistrujañ bro mibien Ammon ha da sezizañ Rabba. Met David a chomas e Jeruzalem.


bet on ganit e kement lec'h ma ec'h eus kerzhet, distrujet em eus da holl enebourien dirazout, graet em eus dit un anv bras, evel anv ar re vras a zo war an douar,


Akazia a gasas un trede ofiser a hanterkantad gant e hanter-kant den. An trede ofiser-mañ a hanterkantad a bignas hag a zeuas, hag en ur blegañ war e zaoulin dirak Elia, e pedas anezhañ o lavarout: Den Doue, da bediñ a ran, ra vo prizius ouzh da zaoulagad va buhez ha buhez an hanter-kant den-mañ, da servijerien!


Marv re garet-mat an AOTROU a zo prizius dirak e zaoulagad.


Tremenet em eus e furnez e-biou d'an holl re o deus va c'helennet, rak e prederian war da destenioù.


An den a vo meulet hervez e boell, met an hini a zo tuet fall a galon a vo disprizet.


E pep tachenn a c'houlenne furnez ha meiz, hag a gomze ar roue diwar he fenn, e kavas anezho dek gwech dreist d'an holl hudourien ha steredourien a oa en e holl rouantelezh.


rak me a roio deoc’h ur genoù hag ur furnez na c’hello hoc’h holl enebourien respont netra dezho na stourm outo.


Lakait evezh eta ouzhoc’h hoc’h-unan d’en em ren gant eeunder, nann evel tud diskiant met evel tud fur,


en ur dostaat outañ, eñ hag a zo ar maen bev taolet kuit gant an dud, met dibabet gant Doue ha prizius.


Resev a reot eta an enor, c’hwi ar re a gred. Met evit ar re zifeiz, ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ ar maen-korn,


Saül a gendalc'has da gaout aon rak David, muioc'h c'hoazh, hag e voe bepred enebour da Zavid.


Ha David a yae er-maez hag a rae berzh dre an holl lec'hioù ma kase Saül anezhañ. Saül en lakaas da benn war an dud a vrezel, hag e plije d'an holl dud, zoken da servijerien Saül.


Hag e voe brezel adarre, ha David a yeas er-maez hag en em gannas a-enep ar Filistined, hag e reas un distruj bras. Tec'hout a rejont a-raok dezhañ.


Setu perak e lavar an AOTROU Doue Israel: Disklêriet em eus e kerzhje da di ha ti da dad dirazon da viken. Met bremañ e lavar an AOTROU: Pell diouzhin! Rak enoriñ a rin ar re a enor ac'hanon, met ar re am dispriz a vo disprizet.


Neuze Saül a lavaras: Pec'het em eus. Distro va mab David, ra ne rin droug ebet dit, pa'z eo bet prizius va buhez dit hiziv. Setu, graet em eus gant follentez, pec'het kalz-meurbet em eus.


Evel m'eo bet prizius da ene dirak va daoulagad, evel-se e vo prizius va ene dirak daoulagad an AOTROU , hag e tieubo ac'hanon eus pep glac'har.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos