Hag e tegasjont penn Ishboshed da Zavid en Hebron, hag e lavarjont d'ar roue: Setu penn Ishboshed mab Saül, da enebour, an hini a glaske da vuhez. An AOTROU en deus veñjet hiziv ar roue va aotrou eus Saül hag eus e ouenn.
Saül a lavaras: Evel-henn e komzot ouzh David: Ar roue ne c'houlenn ket a argouroù nemet kant pod-mezenn Filistined, evit ma vo veñjet ar roue eus e enebourien. Saül en doa c'hoant da lakaat David da gouezhañ etre daouarn ar Filistined.
Saül a voe gwall fuloret, ar gomz-se a zisplijas dezhañ, hag e lavaras: Roet o deus dek mil da Zavid, ha din-me mil. Ne vank ken dezhañ nemet ar rouantelezh.
Ha Jonatan a zisklêrias kement-mañ da Zavid o lavarout: Saül va zad a glask da lazhañ, bremañ eta laka evezh ouzhit betek ar mintin, chom a-du, kae da guzhat.
David a dec'has eus Najod e-kichen Rama hag a zeuas da gavout Jonatan, hag e lavaras dirazañ: Petra am eus graet, pehini eo va direizhder, pehini eo va fec'hed dirak da dad, ma klask va buhez?