Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 19:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ha Jonatan a zisklêrias kement-mañ da Zavid o lavarout: Saül va zad a glask da lazhañ, bremañ eta laka evezh ouzhit betek ar mintin, chom a-du, kae da guzhat.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 19:2
11 Referencias Cruzadas  

Er sent hag en eneoù hael a zo war an douar eo e kavan va holl blijadur.


Ar mignon gwir a gar e pep amzer, hag e c'hano evel ur breur en dristidigezh.


Mab c’hoar Paol, o vezañ klevet an irienn, a zeuas hag a yeas er c’hreñvlec’h da reiñ da c’houzout da Baol.


Met o irienn a zeuas da vezañ anavezet gant Saol. Diwall a raent an dorojoù noz-deiz evit e lakaat da vervel.


Saül a gomzas ouzh Jonatan e vab hag ouzh e holl servijerien, evit lakaat d'ar marv David. Met Jonatan mab Saül a gare kalz David.


Mont a rin er-maez hag en em zalc'hin e-kichen va zad er park, e-lec'h ma vi, hag e komzin diwar da benn ouzh va zad, hag e welin petra a vo, hag e roin dit da c'houzout.


Eñ a lavaras dezhañ: N'eo ket! Ne varvi ket. Setu, ne ra va zad netra, na bras na bihan, hep henn lavarout din. Perak e kuzhfe va zad ouzhin an dra-mañ? N'emañ ket evel-se.


David a lavaras da Jonatan: Setu emañ al loar nevez warc'hoazh, hag e tlein azezañ gant ar roue da zebriñ. Met va lez da vont kuit da guzhat er parkeier betek abardaez an trede deiz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos