Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 19:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Ar spered fall a-berzh Doue a grogas e Saül, e-pad ma oa azezet en e di, e c'hoaf en e zorn. Ha David a c'hoarie gant e zorn.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 19:9
7 Referencias Cruzadas  

Hag e respontas: Mont a rin hag e vin ur spered a c'haou e genoù e holl brofeded. An AOTROU a lavaras: E douellañ a ri, hag e teui a-benn outañ. Kae er-maez ha gra evel-se.


Spered an AOTROU en em dennas eus Saül, hag ur spered fall a-berzh an AOTROU a drubuilhas anezhañ.


Servijerien Saül a lavaras dezhañ: Setu, ur spered fall a-berzh Doue a drubuilh ac'hanout.


Ra gomzo an aotrou; da servijerien, a zo dirazout, a glasko un den a ouezo c'hoari gant an delenn. Pa zeuio warnout ar spered fall a-berzh Doue, e c'hoario gant e zorn, hag e vi diboaniet.


Hag e voe brezel adarre, ha David a yeas er-maez hag en em gannas a-enep ar Filistined, hag e reas un distruj bras. Tec'hout a rejont a-raok dezhañ.


Saül a ouezas e oa dizoloet David hag an dud a oa gantañ. Saül a oa azezet dindan un dervenn war ur c'hrec'h e Gibea, e c'hoaf en e zorn. Hag e holl servijerien en em zalc'he dirazañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos