met ne reas van ebet eus Kain nag eus e brof. Kain a voe gwall fuloret, hag e zremm a voe goeñvet.
1 Samuel 16:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met an AOTROU a lavaras da Samuel: Na laka ket evezh ouzh e zremm nag ouzh uhelder e vent, rak taolet em eus kuit anezhañ. An AOTROU ne wel ket evel ma wel an den. An den a sell ouzh diavaez an dud, met an AOTROU a sell ouzh ar galon. |
met ne reas van ebet eus Kain nag eus e brof. Kain a voe gwall fuloret, hag e zremm a voe goeñvet.
Ha ne oa den ebet ken kaer hag Absalom en holl Israel, ar pezh a oa brudet bras. Adalek sol e dreid betek lein e benn, e oa dinamm.
Petra muioc'h a c'hellfe David lavarout dit? Anavezout a rez da servijer, Aotrou AOTROU.
selaou anezho eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, pardon, gra, ha ro da bep hini hervez e holl hentoù, te hag a anavez e galon, rak te da-unan a anavez kalonoù mibien an dud.
Petra a c'hellfe David lavarout dit diwar-benn an enor a rez da'z servijer? Anavezout a rez da servijer.
Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.
Rak daoulagad an AOTROU a astenn o sell war an holl zouar, evit kreñvaat a re a zo o c'halon a-grenn dezhañ. Graet ec'h eus evel un den diskiant diwar-benn kement-se, hag ez po brezelioù en amzer da zont.
selaou anezho eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, pardon, ha ro da bep hini hervez e holl hentoù, te hag a anavez e galon, rak te da-unan a anavez kalonoù mibien an dud.
An AOTROU a varn ar pobloù. Va barn, AOTROU, hervez va reizhder hag hervez an eeunder a zo ennon.
Lec'h ar marv hag an distruj a zo dirak an AOTROU, pegement muioc'h kalonoù mibien an dud?
Mar lavarez: Setu, n'hon eus ket anavezet, ha ne glevo ket an hini a bouez ar c'halonoù? Ha ne ouezo ket an hini a ziwall da ene? Ha ne roio ket en-dro da bep hini hervez e oberennoù?
Gaou eo ar goantiz, moged eo ar c'haerder, ar wreg a zouj an AOTROU eo an hini a vo meulet.
Met AOTROU an armeoù a zo ur barner reizh a furch al lounezhi hag ar c'halonoù. Diskouez a ri din ar veñjañs a denni anezho, rak diskuliet em eus va c'haoz dit.
Me an AOTROU a furch ar galon hag a amprou al lounezhi, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù, hervez frouezh e oberoù.
AOTROU an armeoù a amprou an den reizh, hag a ya betek al lounezhi hag ar galon. Gwelout a rin da veñjañs a-enep dezho, rak roet em eus dit va c'haoz.
Hag e lavaras dezho: Evidoc’h-c’hwi, a fell deoc’h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoù. Rak ar pezh a zo uhel dirak an dud a zo fall bras dirak Doue.
O pediñ e lavarjont: Te Aotrou, hag a anavez kalonoù an holl, diskouez deomp pehini eus an daou-mañ ac’h eus dibabet
Rak, eme an dud, e lizheroù a zo garv ha nerzhus, met pa vez amañ, e zoare a zo dinerzh hag e gomz a zo dispriz.
Sellout a rit ouzh an diavaez. Mar d-eus unan bennak hag a gred ennañ e-unan ez eo da Grist, ra gredo eta ivez ennañ e-unan penaos, evel ma’z eo-eñ da Grist, ni ivez a zo da Grist.
N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.
en ur dostaat outañ, eñ hag a zo ar maen bev taolet kuit gant an dud, met dibabet gant Doue ha prizius.
met an hini a zo kuzhet e diabarzh ar galon, purentez divreinus ur spered dous ha peoc’hus, a zo prizius kenañ dirak Doue.
Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.
Na lavarit ket kement a gomzoù rok. Ra ne zeuio ket komzoù balc'h eus ho kenoù, rak an AOTROU eo un Doue a anavez pep tra, ha gantañ eo pouezet an oberoù.
Ur mab en doa, anvet Saül, yaouank ha kaer, hag hini ebet eus mibien Israel ne oa kaeroc'h egetañ; adalek e skoaz e oa uheloc'h eget an holl bobl.