1 Samuel 1:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Na gemer ket da servijerez evit ur vaouez a netra, rak er vrasted eus va foan hag eus va glac'har eo em eus komzet betek bremañ. |
Tud fall, mibien an droug, a zo deuet er-maez ac'hanout hag o deus douget d'an droug annezidi ar gêr-se o lavarout: Deomp ha servijomp doueoù all na'c'h eus ket anavezet,
e reni un enklask, e c'houlenni hag e klaski gouzout gant evezh. Mard eo gwir ha diarvar an dra-se, graet eo un euzhusted en ho touez,
Anna a respontas o lavarout: Nann va aotrou, me a zo ur vaouez glac'haret en he spered, ne'm eus evet na gwin na boeson, met skuilhet em eus va ene dirak an AOTROU .
Neuze Eli a respontas o lavarout: Kae e peoc'h, ha ra roio Doue Israel dit an dra ac'h eus goulennet digantañ.
Met tud fall a lavaras: Penaos e tieubfe hemañ ac'hanomp? Hag e tisprizjont anezhañ, ha ne gasjont prof ebet dezhañ. Met eñ a chomas bouzar ouzh kement-se.
Ra ne daolo ket evezh va aotrou ouzh an den drouk-se, ouzh Nabal, rak evel e anv eo, anvet eo Nabal ha sotoni 'zo ennañ. Met me da servijerez, ne'm eus ket gwelet an dud en deus kaset va aotrou.