1 Samuel 1:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
15 Anna a respontas o lavarout: Nann va aotrou, me a zo ur vaouez glac'haret en he spered, ne'm eus evet na gwin na boeson, met skuilhet em eus va ene dirak an AOTROU .
Sav ha garm e-pad an noz, adalek deroù ar beilhadennoù. Skuilh da galon evel dour dirak dremm an Aotrou. Sav da zaouarn evit buhez da vugaligoù a varv gant an naon e kognoù pep straed.
En em zastum a rejont eta e Mizpa, hag eno e tennjont dour d'e skuilhañ dirak an AOTROU , hag e yunjont en deiz-se, hag e lavarjont: Pec'het hon eus a-enep an AOTROU! Ha Samuel a varnas mibien Israel e Mizpa.