Jeroboam mab Nebad, un Efratiad eus Zereda, servijer Salomon, e vamm a oa ur vaouez intañvez anvet Zerua, a savas ivez e zorn a-enep ar roue.
1 Samuel 1:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez' e oa un den eus Ramataim-Zofim, eus menez Efraim, a oa e anv Elkana mab Jeroboam, mab Elihu, mab Tohu, mab Zuf, un Efratiad. |
Jeroboam mab Nebad, un Efratiad eus Zereda, servijer Salomon, e vamm a oa ur vaouez intañvez anvet Zerua, a savas ivez e zorn a-enep ar roue.
Setu neuze ar re a servije gant o mibien. A-douez mibien ar Geatited: Heman ar c'haner, mab Joel, mab Samuel,
Diouzh an abardaez, e teuas un den pinvidik eus Arimatea, anvet Jozef, un den a oa ivez diskibl da Jezuz.
Eleazar mab Aaron a varvas hag a voe beziet war grec'hienn Fineaz e vab, a oa bet roet dezhañ e menez Efraim.
Galaad a dapas roudouzioù ar Jordan a-raok ma erruas re Efraim eno. Ha pa lavare unan eus tec'hidi Efraim: Lez ac'hanon da dremen! tud Galaad a lavare dezhañ: Eus Efraim ez out? Hag e lavare: Nann.
En amzer-se ne oa roue ebet en Israel. Ul Leviad hag a oa o chom e menez Efraim don, a gemeras da serc'h ur plac'h eus Betlehem Juda.
Hag ec'h azeze dindan palmezenn Debora etre Rama ha Betel e menez Efraim; mibien Israel a bigne d'he c'havout evit bezañ barnet.
Anv an den-se a oa Elimelek, hag anv e wreg Naomi, hag anvioù e zaou vab Maklon ha Kiljon, Efratiz eus Betlehem Juda. Dont a rejont e maezioù Moab da chom eno.
Goude-se e savjont mintin mat, e stoujont dirak an AOTROU , hag e tistrojont da zont d'o zi da Rama. Hag Elkana a anavezas Anna e wreg, hag an AOTROU en doe soñj anezhi.
Hogen bez' e oa David, mab un Efratiad eus Betlehem Juda anvet Jese, hag en doa eizh mab. An den-se, en amzer Saül, a oa kozh, war an oad e-touez an dud.
Hag Elkana a yeas d'e di da Rama, met ar bugel a chomas e servij an AOTROU dirak Eli an aberzhour.
Hag e tistroe da Rama, rak eno e oa e di, hag eno e varne Israel, hag e savas eno un aoter d'an AOTROU .
Tremen a reas eta dre venez Efraim, hag e tremenas dre vro Shalisha, ha n'o c'havjont ket. Goude e tremenjont dre vro Shaalim, ha ne oant ket eno. Hag e tremenjont dre vro Benjamin, ha n'o c'havjont ket.
Pa voent deuet da vro Zuf, Saül a lavaras d'e vevel a oa gantañ: Deus ha distroomp ac'hann, gant aon na baouez va zad d'en em chalañ gant an azenezed, ha na vefe nec'het diwar hor pennoù.