Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 11:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Jeroboam mab Nebad, un Efratiad eus Zereda, servijer Salomon, e vamm a oa ur vaouez intañvez anvet Zerua, a savas ivez e zorn a-enep ar roue.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 11:26
20 Referencias Cruzadas  

Mont a rejont kuit eus Betel, hag e oa c'hoazh ur pennad-hent evit erruout en Efrata pa c'hanas Rachel. Hag he doe kalz a boan da wilioudiñ.


An dra n'eo ket evel-se. Met un den eus menez Efraim anvet Sheba mab Bikri, en deus savet e zorn a-enep ar roue David. Roit-eñ din hepken, hag e pellain diouzh kêr. Ar vaouez a lavaras da Joab, setu e benn a vo taolet dit dreist ar voger.


An AOTROU a lavaras da Salomon: Peogwir ec'h eus graet evel-se, ha ne'c'h eus ket miret va emglev ha va reolennoù am boa roet dit, e rogin a-dra-sur ar rouantelezh diwarnout, hag e roin anezhi da'z servijer.


Hemañ a voe enebour da Israel e-pad holl amzer Salomon, ouzhpenn an droug a rae Hadad. Kasaat a reas Israel, hag e renas war Siria.


Jeroboam a oa ur brezelour kalonek; Salomon, o welout an den yaouank-se o labourat, a lakaas anezhañ war holl garg ti Jozef.


Pa glevas Jeroboam mab Nebad kement-se, edo c'hoazh en Ejipt, e-lec'h ma oa tec'het a-zirak ar roue Salomon; en Ejipt e oa o chom.


Hag e teroio Israel en abeg da bec'hedoù Jeroboam, en deus pec'het ha lakaet Israel da bec'hiñ.


en abeg da bec'hedoù Jeroboam, en deus pec'het ha lakaet Israel da bec'hiñ, o kounnariñ an AOTROU Doue Israel.


Setu ez an da skubañ Baesha hag e di, hag e lakain da di da zont heñvel ouzh ti Jeroboam mab Nebad.


Hag e lakain da di evel ti Jeroboam mab Nebad hag evel ti Baesha mab Akija, en abeg da'z fallentez, ac'h eus va c'hounnaret drezi ha lakaet Israel da bec'hiñ.


Salomon ne lezas hini ebet eus mibien Israel da vezañ evel sklav, met ar re-mañ a oa tud a vrezel, hag e servijerien, e renerien, e ofiserien, ha pennoù eus e girri hag e varc'hegerien.


Azuba a varvas ha Kaleb a gemeras Efrad, a c'hanas dezhañ Hur.


Met Jeroboam mab Nebad, servijer Salomon mab David, a zo en em uhelaet hag a zo en em savet a-enep e aotrou.


Diwar-benn nemorant oberoù Salomon, ar re gentañ hag ar re ziwezhañ, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr Natan ar profed, hag e profediezh Akija eus Silo, hag e gweledigezh Jeedo ar gwelour, diwar-benn Jeroboam mab Nebad?


Galaad a dapas roudouzioù ar Jordan a-raok ma erruas re Efraim eno. Ha pa lavare unan eus tec'hidi Efraim: Lez ac'hanon da dremen! tud Galaad a lavare dezhañ: Eus Efraim ez out? Hag e lavare: Nann.


Anv an den-se a oa Elimelek, hag anv e wreg Naomi, hag anvioù e zaou vab Maklon ha Kiljon, Efratiz eus Betlehem Juda. Dont a rejont e maezioù Moab da chom eno.


Bez' e oa un den eus Ramataim-Zofim, eus menez Efraim, a oa e anv Elkana mab Jeroboam, mab Elihu, mab Tohu, mab Zuf, un Efratiad.


Hogen bez' e oa David, mab un Efratiad eus Betlehem Juda anvet Jese, hag en doa eizh mab. An den-se, en amzer Saül, a oa kozh, war an oad e-touez an dud.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos