Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 11:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Hemañ a voe enebour da Israel e-pad holl amzer Salomon, ouzhpenn an droug a rae Hadad. Kasaat a reas Israel, hag e renas war Siria.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 11:25
9 Referencias Cruzadas  

Neuze Jakob a lavaras da Simeon ha da Levi: Trubuilhet hoc'h eus ac'hanon, o vezañ ma'm lakait e brud fall e-touez tud ar vro, e-touez ar Gananeiz hag ar Ferezianed. Ne'm eus nemet un niver bihan a dud, en em vodañ a raint a-enep din hag e skoint ac'hanon hag e vin distrujet, me ha va zi.


Akitofel a lavaras da Absalom: Kae etrezek serc'hed da dad, en deus lezet evit diwall an ti. Pa ouezo holl Israel ez out en em lakaet kasaus da'z tad, daouarn an holl re a zo ganit a vo kennerzhet.


Dastumet en doa tud a-enep dezhañ, hag e oa penn ur strollad pa lazhas David anezho, hag ez ejont da Zamask, hag e chomjont eno, hag e renjont.


Jeroboam mab Nebad, un Efratiad eus Zereda, servijer Salomon, e vamm a oa ur vaouez intañvez anvet Zerua, a savas ivez e zorn a-enep ar roue.


Ha bremañ an AOTROU va Doue en deus roet din diskuizh a bep tu; ne'm eus na enebour na tra diaes ebet.


hag ez eas da gavout Asa, hag e lavaras dezhañ: Asa hag holl Juda ha Benjamin, selaouit-me! An AOTROU a vez ganeoc'h pa vezit gantañ. Mar klaskit anezhañ, c'hwi en kavo; met mar dilezit anezhañ, eñ ho tilezo.


Kounnar an AOTROU en em danas a-enep e bobl, euzh en doe ouzh e hêrezh.


Hag e lamis kuit tri mêsaer en ur miz hepken, rak va ene en doa kollet pasianted ganto, hag o ene ivez a oa en em zic'houstet diouzhin.


Na'z po ket euzh ouzh an Edomad, rak da vreur eo, na'z po ket euzh ouzh an Ejipsian, ra diavaeziad out bet en e vro;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos