Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 9:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Pa voent deuet da vro Zuf, Saül a lavaras d'e vevel a oa gantañ: Deus ha distroomp ac'hann, gant aon na baouez va zad d'en em chalañ gant an azenezed, ha na vefe nec'het diwar hor pennoù.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 9:5
7 Referencias Cruzadas  

Abalamour da-se e lavaran deoc’h: Na vezit ket nec’het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot pe a evot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n’eo ket muioc’h eget ar boued, hag ar c’horf muioc’h eget an dilhad?


Perak ivez oc’h nec’het diwar-benn ho tilhad? Sellit penaos e kresk lili ar parkeier, ne labouront ket ha ne nezont ket,


Na vezit ket eta nec’het gant an deiz war-lerc’h, rak an deiz war-lerc’h a gemero preder anezhañ e-unan. Da bep devezh eo a-walc’h e boan.


Pa viot kaset er sinagogennoù, dirak mestroù ar vro hag ar re c’halloudek, n’en em lakait ket en poan eus an doare ma respontot evit ho tifenn nag eus ar pezh ho po da lavarout,


Neuze e lavaras d’e ziskibien: Abalamour da-se e lavaran deoc’h: Na vezit ket nec’het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket.


Bez' e oa un den eus Ramataim-Zofim, eus menez Efraim, a oa e anv Elkana mab Jeroboam, mab Elihu, mab Tohu, mab Zuf, un Efratiad.


Hiziv pa vi aet diganin, e kavi daou zen e-kichen bez Rachel war harz Benjamin, e Zelzak, hag e lavarint dit: An azenezed a oas aet da glask a zo bet kavet, ha setu da dad en deus paouezet d'en em chalañ gant an azenezed, met a zo nec'het diwar ho pennoù o lavarout: Petra a rin evit va mab?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos