Joab a oa penn holl arme Israel, Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz,
1 Rouaned 4:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar roue Salomon a voe roue war holl Israel. |
Joab a oa penn holl arme Israel, Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz,
Ren a reas war Juda en Hebron seizh vloaz ha c'hwec'h miz, hag e renas tri bloaz ha tregont e Jeruzalem war holl Israel ha Juda.
Koulskoude ne rogin ket an holl rouantelezh, met ur meuriad a roin da'z mab, abalamour da Zavid va servijer, hag abalamour da Jeruzalem am eus dibabet.
Ar roue Roboam a c'houlennas ali digant ar re gozh a oa bet e-kichen Salomon e dad pa oa bev, o lavarout: Peseurt respont am c'huzuilhit d'ober d'ar bobl-se?
Hag holl Israel a anavezas ar varn en doa graet ar roue. Hag e voe doujañs e-keñver ar roue, rak gwelout a rejont e oa ennañ furnez Doue evit barn gant reizhder.
An holl re-se, tud a vrezel, o terc'hel o renk, a zeuas gant ur galon youlek da Hebron, evit lakaat David da roue war holl Israel. Hag holl nemorant Israel a oa ivez a-unvan evit lakaat David da roue.
Hag e tistroas Salomon da Jeruzalem, eus an uhellec'h a oa e Gabaon, a-zirak teltenn an engalv, hag e renas war Israel.
Ha n'eo ket e kement-se e pec'has Salomon roue Israel? E-touez broadoù niverus n'eus ket bet ur roue eveltañ, karet e oa gant e Zoue, ha Doue en doa e lakaet da roue war Israel holl, ha koulskoude ar gwragez estren a reas dezhañ pec'hiñ.