Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 8:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 David a renas war holl Israel, o tougen barn ha reizhder d'e holl bobl.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 8:15
24 Referencias Cruzadas  

hag Absalom a lavare dezhañ: Sell, da gaoz a zo mat ha reizh, met n'eus den evit selaou ac'hanout a-berzh ar roue.


Joab a oa penn holl arme Israel, Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz,


Abner a gasas eta kannaded da gavout David, evit lavarout dezhañ eus e berzh: Da biv eo ar vro? Hag evit lavarout ivez: Gra emglev ganin, ha setu, va dorn a vo ganit, evit dastum davedout holl Israel.


Ren a reas war Juda en Hebron seizh vloaz ha c'hwec'h miz, hag e renas tri bloaz ha tregont e Jeruzalem war holl Israel ha Juda.


hag e lakaas gwarnizonoù en Edom. Dre-holl en Edom e lakaas gwarnizonoù, hag an holl Edomiz a voe sujet da Zavid. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae.


Joab mab Zeruja a oa penn an arme, Jozafad mab Akilud a oa teuliour,


Ra vo benniget an AOTROU da Zoue, en deus kavet e blijadur ennout, evit da lakaat war dron Israel! Dre m'en deus karet an AOTROU Israel da viken, eo en deus da lakaet da roue, evit ober eeunder ha reizhder.


Ar roue Salomon a voe roue war holl Israel.


David a renas war holl Israel, o tougen barn ha reizhder d'e holl bobl.


Miret em eus ar varnedigezh hag an reizhder, na'm dilez ket da'm gwaskerien.


Ra varno da bobl gant reizhder ha da ezhommeien gant eeunder.


Ni az meulo, o Doue, ni az meulo, da anv a zo tost deomp. Disklêriañ a reer da vurzhudoù.


Galloudus eo da vrec'h, kreñv eo da zorn, savet uhel eo da du dehou.


An Aotrou en deus kaset ur gomz da Jakob, kouezhet eo war Israel.


Kasait an droug ha karit ar mad, savit ar varnedigezh ouzh an nor, ha marteze en devo truez an AOTROU, Doue an armeoù, ouzh nemorant Jozef.


Met ra redo ar varnedigezh evel dour, hag ar reizhder evel ur froud diheskus.


dre ar feiz o deus trec’het rouantelezhioù, o deus embreget ar reizhder, o deus resevet ar madoù prometet, o deus serret genoù al leoned,


Saül a renas eta war Israel, hag e reas brezel a bep tu a-enep e enebourien, a-enep Moab, a-enep mibien Ammon, a-enep Edom, a-enep rouaned Zoba, a-enep ar Filistined. Ha dre-holl ma'z ae, e kase ar spouron.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos