Pouez an aour a zeue da Salomon bep bloaz a oa c'hwec'h kant c'hwec'h ha tri-ugent talant aour;
1 Rouaned 3:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Reiñ a rin dit zoken ar pezh na'c'h eus ket goulennet, pinvidigezhioù ha gloar, e doare ma ne vo ket unan heñvel ouzhit e-touez ar rouaned e-pad da holl zeizioù. |
Pouez an aour a zeue da Salomon bep bloaz a oa c'hwec'h kant c'hwec'h ha tri-ugent talant aour;
Hag an AOTROU a savas Salomon uhel-tre dirak holl Israel, hag a roas dezhañ ur splannder roueel, evel n'o doa bet a-raok dezhañ roue ebet en Israel.
Evel-se ar roue Salomon a voe brasoc'h eget holl rouaned an douar, dre e binvidigezh hag e furnez.
Ha n'eo ket e kement-se e pec'has Salomon roue Israel? E-touez broadoù niverus n'eus ket bet ur roue eveltañ, karet e oa gant e Zoue, ha Doue en doa e lakaet da roue war Israel holl, ha koulskoude ar gwragez estren a reas dezhañ pec'hiñ.
Doue a ro d'un den pinvidigezhioù, madoù hag enorioù, e doare na vank netra d'e ene eus ar pezh a c'hellfe c'hoantaat, met Doue ne lez ket anezhañ da zebriñ diouto, hag un diavaeziad o debro. Kement-se a zo avel ha gwall-zroug.
Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.
Eñ ha n’en deus ket espernet e Vab e-unan, met en deus e roet evidomp holl, penaos ne roio ket pep tra deomp gantañ?
D’an hini a c’hell ober dre ar galloud a labour ennomp muioc’h eget na c’houlennomp ha na soñjomp,